S'inscrire / S'identifier
La semaine du golfe mor bihan 9ème édition du 22 au 28 mai 2017 Version française English version Facebook
Natura 2000

Natura 2000

Natura 2000

Ezel eo ar Mor Bihan ag ar rouedad europat Natura 2000 a zo he falioù pennañ gwareziñ tachadoù gouenniñ an evned gouez ha miriñ en o fezh an tachadoù annez kumuniezhel evel ar glazidegoù, an tevennoù pe al lanneier.

An dra-se zo kaoz e vez savet programmoù àr vor ha programmoù abadennoù an degouezh asambl gant an daou aozadur karget ag ar « sturiad àr an evned » hag ag ar « sturiad annezoù, loened, plant », evit doujiñ da endro pinvidik al lec’hienn gwarezet-se.

Ofis broadel ar chase hag al loened gouez hag ar Sindikad etrekumunel evit terkiñ ar Mor Bihan eo an daou oberour-se. Gante e vezomp harpet pa brizomp an efedoù e-keñver Natura 2000, evel ma vez ret gober gant degouezhioù a-vent gant « Sizhuniad ar Mor Bihan ». Pal ar priziñ-se eo gwelet efed ar raktres, mar bez unan, àr an tachadoù annez natur ha kumuniezhel ha, mar bez afer, kinnig fesonioù arall d’ober.

An obererion arall a ra àr-dro gwareziñ endro ar Mor Bihan a labourer gante ivez, evel-just : RDTM 56 (Renerezh-departamant an tiriadoù hag ar mor), ar Brastres evit talvoudekaat ar Mor-Bihan (BTMB), Kefridiezh diorren padus an tiriadoù, Renerezh-rannvro an endro, an terkañ hag al lojeiz (RRETL), ar gevredigezh Breizh vev, Mirva an arvor, Kevread kevredigezhioù gwareziñ an endro er Mor Bihan

Lod ag enezennigoù ar Mor Bihan zo pouezus-bras evit an evned (da neizhiñ). Tri lec’h zo anavet : Enez ar Lannig, beg kreisteiz Enez Hir - Ar C'halvez hag, un tamm pelloc’h, Meabann. Difennet eo dilestriñ àr zouar Enez ar Lannig ha Meabann (diferad-prefed evit gwareziñ biotop inizi hag enezennigoù ar Mor-Bihan, difenn an dilestriñ ag ar 15 a viz Ebrel d’an 31 a viz Eost). Adal 2013 e oa bet kreñvaet evezhiñ an dilestriñ el lec’hioù-se gant sikour Klub Kanoe-Kayak Gwened (KKKG) : asambl gant Ofis broadel ar chase hag al loened gouez ha gant Breizh vev e vo savet skipailhoù hag a chomo dirak al lec’hiennoù-se evit kizidikaat "tud edan dilestriñ".

Peurglokaet eo an oberoù-se evit ma vehe naet an abadenn ha ma toujehe d’an endro gant ur stignad evit diveskiñ ha meriñ al lastez ha kizidikaat an dud a gemer perzh hag a za da welet. Skoazellet omp gant an teir strollegezh dileuriet (Tolpad Gwened, KK Gourenez Rewiz, KK an Alre-Belz-Kiberen) ha gant Sindikad Gevred ar Mor-Bihan (SIGM).

Un nebeud reolennoù a vuhez vat… (amañ)

Ar pleustroù mat a-fet diveskiñ… (amañ)

Carte site natura 2000

 

En savoir Plus
kartenn

kartennjpg - 69 Ko

  Region Bretagne Sagemor   

        Chasse marée France bleu france3 bretagne

Semaine du Golfe 2017 - PIBS, Allée Nicolas Leblanc - BP 2017 - 56009 VANNES Cedex
contact@semainedugolfe.com - Tél: (+33)2 97 62 20 09
Mentions Légales Plan du site

Powered by diasite
Designed by diateam