S'inscrire / S'identifier
La semaine du golfe mor bihan 9ème édition du 22 au 28 mai 2017 Version française English version Facebook

Lec’h

Situation

Kinnig ar Mor Bihan

Ar Mor Bihan zo anezhañ 12 000 hektar ag ar Meurvor Atlantel gwaskedet diouzh houl ar mor bras e kreisteiz Breizh. Ur gwir vor diabarzh eo, ul lec’h strobinellus ma kej ar mor, an douar hag an oabl da dresiñ taolennoù kemm-digemm ha digustum. Ezel eo ar Mor Bihan a Glub ar plegoù-mor bravañ er bed.

Daet e oa dour ar Meurvor Atlantel 'barzh ar Mor Bihan meur a vilved zo, pa oa bet krouizet naozioù ar stêrioù dija. An dra-se zo kaoz ec’h a ken pell ar mor en douaroù trema Gwened hag an Alre ; gronniñ a ra an torgennoù kozh, dre aberioù breizhek penn-dar-benn o zres, d’ober ur gwir enezeg anezhe : Enizenac’h, an Arzh, inizi hag enezennigoù diniver, reier pe koadoù àrne, gwezhavez ur pennhêr pesketaerion pe neñvadoù evned hepken.

Ur goug-mor ur c’hilometr ledander hepken a zisparti ar Mor Bihan diouzh ar mor-bras, etre Porzh Noaloù en Arzhon-Rewiz ha Lokmaria-Kaer. Emañ Gwened, e deun pellañ ar Mor Bihan, 25 kilometr a-ziouzh an donvor.

Penaos donet

Gant ar c’harr-nij :
Aerborzh an Oriant
Aerborzh Naoned
Aerborzh Roazhon
Gellout a raer feurmiñ otoioù enne.

É kenweturiñ :
TTB betek gar SNCF Gwened, liammoù gant busoù ha taksioù

           

Gant ar bus en-dro d’ar Mor-Bihan :

pe

En savoir Plus
Lec’hienn ar Mor Bihan

Lec’hienn ar Mor Bihan

 Lec’hienn Ofis an Douristed e Gwened

Lec’hienn Ofis an Douristed e Gwened

Lec’hienn Kuzul-departamant ar Mor-Bihan

Lec’hienn Kuzul-departamant ar Mor-Bihan

Lec’hienn Poellgor-departamant an touristerezh

Lec’hienn Poellgor-departamant an touristerezh

  Region Bretagne Sagemor   

        Chasse marée France bleu france3 bretagne

Semaine du Golfe 2017 - PIBS, Allée Nicolas Leblanc - BP 2017 - 56009 VANNES Cedex
contact@semainedugolfe.com - Tél: (+33)2 97 62 20 09
Mentions Légales Plan du site

Powered by diasite
Designed by diateam