S'inscrire / S'identifier
La semaine du golfe mor bihan 9ème édition du 22 au 28 mai 2017 Version française English version Facebook

Embregerezhioù

PrecedentSuivant
    • P1030006   Copie.JPG
    • Brest 2016   20160716 001 Fée de l Aulne.jpg
    • skeaf global.jpg
    • LaGrace v2.jpg
    • Terlain.jpeg
    • Amzer zo bon plein.jpg
    • 22juillet2016bis.jpg
    • Charles Marie Vue aerienne sous voile.jpg
    • image002  1 .jpg
    • arawak2 M.Loridan.jpg
    • Shtandart1.jpg
    • Hydrograaf001.JPG
    • 005 v2.jpg
    • bora bora 20.jpg
    • lys noir photos.JPG

Un den prevez oc’h

MERDEIT, LAKAIT DA VERDEIÑ !

 
Etoile du Roy

An embregerezhioù, ar c’hevredigezhioù, an aozadurioù a bep seurt a c’hell lestriñ e bourzh « Sizhuniad ar Mor Bihan » ha lakaat o fratikoù, o fourchaserion hag o c’henlabourerion da verdeiñ àr vourzh bagoù dibar.

Ur flodilh gouelieroù kaer a c’hlad Frañs hag Europa a zay da-geñver "Sizhuniad ar Mor Bihan". Aotreet eo ar bagoù-se da werzhiñ baleadennoù àr o bourzh hag evel-se e kavont peadra da genderc’hel da verdeiñ ha da vout kempennet.

 


Pal nemetañ an aozerion pa bedont ar gouelieroù kaer-se er Mor Bihan eo kaeraat an arvest àr vor ha talvoudegezh an abadenn. Ur feson eo ivez, neoazh, da sklomiñ ul liamm gant meteier ekonomikel ar c’hornad-bro hag ar rannvro da-geñver an abadenn vras-se e-raok ar c’houlzad touristel er Mor-Bihan.

Manoeuvres à bord de l'Oosterschelde

Pa feurmit ur gouelier ag ar glad e c’hellit :

  • Sklomiñ darempredoù foran en ur feson nevez hag efedus (pediñ pratikoù, pourchaserion, ar c’hoskor, an "nerzh gwerzhiñ", kazetennerion...).
  • Sikour bagoù kaer da zonet ha roiñ lufr ouzhpenn d’ar flodilh.
  • Degas ho skoazell d’ar glad àr vor.
  • Roiñ ur skeudenn vor talvoudus-bras d’hoc’h aozadur.

E 2013 e oa bet 26 bag dibaot o doa gellet kemer perzh dre ma oant bet feurmet gant embregerezhioù e-pad àr-dro 90 devezh en holl. Ouzhpenn 2 500 den o doa merdeet àr o bourzh.
 

La Nébuleuse

Aozadur Sizhuniad ar Mor Bihan en deus savet ul listenn a vagoù dibar etre 12 à 40 m. Degemer a raont etre 15 ha 120 den hervez o ment hag o aotreoù. Lakaet e vez ar prizioù hervez an niver a dud aotreet e bourzh, etre 1 400 hag 20 000 euro an devezh, ar pezh a dalv etre 95 ha 180 euro dre zen.

PELLGARGIT ar c’hatalog gant o ferzhioù, an niver a dud aotreet e bourzh, ar prizioù ha penaos monet e darempred gante. "Sizhuniad ar Mor Bihan" ne werzh ket ar bagoù-se nag o servijoù hag ar prizioù lakaet er c’hatalog zo bet roet deomp gant ar baramanterion.

Evit er goulenn dre bostel ha goulenn titouroù ouzhpenn, dait e darempred ganeomp : annemorice@semainedugolfe.com.

 


Reizhiad ar feurmadurioù e-pad "Sizhuniad ar Mor Bihan" zo digor-frank, ar marc’had a vez graet àr-eeun : gant ar gompagnunezh pe ar gevredigezh a ver ar vag dibabet deoc’h e sinoc’h ar c’hontrad feurmiñ. Anavout a raomp mat ar flodilh-se, avat, ha gelliñ a raomp sikour ganeoc’h gober an dibab a-vod hervez ho toberioù hag ho pudjed. Darempred : annemorice@semainedugolfe.com – 02 97 62 20 09

Un devezh e bourzh :

8 e Degas boued tinell, mar bez.
9 e Tolpiñ ar gouvidi e lec’h an emgav.
Lestriñ ar gouvidi, kafe. Pa vezont e bourzh emaint el lec’h gwellañ evit sellet ouzh dibunadeg ar flodilhoù é kuitaat o forzh ehan hag ec’h ober penn hervez programm o devezh.
09 e 30-10 e Monet kuit.
10 e-5 e Merdeiñ er Mor Bihan hag e bae Kiberen e-mesk ar flodilhoù é loveat an eil re hebiou ar re 'rall e gweledvaoù kaer. Gelliñ a ra ar re a faot dezhe, d’al liesañ, deskiñ penaos embregat ar bagoù ispisial-se.
12 e 30-2 e Lein ec’h ober hent peotramant er fes.
5 e Distro ambrouget gant kantadoù a vagoù arall é vonet d’o forzh ehan evit an noz.
5 e 30 Dilestriñ treizhidi an devezh mar bez ur c’hoktel gant kouvidi arall da noz.
6 e 30 Lestriñ kouvidi ar c’hoktel, mar bez unan.
6 e 30-11 e noz Koktel, mar bez unan.
11 e noz Dilestriñ.


Roet eo an implij-amzer-se evel ur skouer ; aozadur ho tevezh-c’hwi a vo hervez ho palioù hag a vo gwelet asambl gant ar paramantour.

  • Etoile Polaire
  • Déjeuner à bord de la Nébuleuse
  • Grands Voiliers
  • La Recouvrance

  Region Bretagne Sagemor   

        Chasse marée France bleu france3 bretagne

Semaine du Golfe 2017 - PIBS, Allée Nicolas Leblanc - BP 2017 - 56009 VANNES Cedex
contact@semainedugolfe.com - Tél: (+33)2 97 62 20 09
Mentions Légales Plan du site

Powered by diasite
Designed by diateam