S'inscrire / S'identifier
La semaine du golfe mor bihan 9ème édition du 22 au 28 mai 2017 Version française English version Facebook

Degemer

Sizhuniad ar Mor Bihan ag al Lun 22 d’ar Sul 28 a viz Mae 2017

9vet sizhuniad… hag 9vet emgav evit ar glad àr vor neuze


C’hoazh ur wezh e vo tolpet er Mor Bihan bagoù a bep ment hag a bep seurt : bagoù-dre-lien ha dre-roeñvoù, gouelieroùigoù "baleerion", listri-bale klasel, gouelieroù-pesketa kozh, bagoù-a-dan… Ag aodoù atlantel Frañs e tay al lodenn vrasañ anezhe hag ivez (mui-oc’h-mui a vez anezhe seul taol) ag inizi Breizh-Veur hag Iwerzhon, a Vor an Hanternoz, a Skandinavia, ag ar Mor Kreizdouar. (10 broad a oa bet e 2015 !)

Un ugent "gouelier bras" bennak, e-mesk ar re vravañ e glad Europa, a zay ivez : teirgwernioù, brigoù, goueletennoù gant gouelioù-kastell, ketchoù, listri-bale meur.

Adal ar blez-mañ ec’h eus 17 kumun da zegemer ar vartoloded hag ar weladennerion : AradonArzhon-RewizAn AlreBadenKrac’hEnizenac’hAn ArzhAn Arvor-BadenAr BonoùHezoùLokmaria-KaerPlougouvelenSarzhavSineSant-Armael - Sant-WeltazGwened… Labourat a ray tud a youl-vat ar c’hevredigezhioù e pep kumun, evel boaz, evit diorren raktresoù hag e pep lec’h, neuze, e vo un endro, un aergelc’h hag ur programm abadennoù disheñvel, evit brasañ plijadur an akipajoù a vevo bemdez un dra nevez !

Brastres ar sizhuniad a chomo heñvel : an "Dibunadeg zigoriñ" d’al Lun 22 a viz Mae, "Devezh an Arzh", brud-kaer àrnañ bremañ, d’ar Meurzh 23, ar merdeadennoù "a-flodilh" adal ar Merc’her 23 hag an "Dibunadeg vras" da gloziñ ar sizhuniad d’ar Sadorn 27, pa’z ay ar ganol vras da vout leurenn un arvest kaer àr vor…

 

"Kêriadenn glad mor Europa" e Gwened.

Ur wezh c’hoazh e vo "Sizhuniad ar Mor Bihan" un darvoud etrebroadel, hag er blez-mañ e vo pedet "dileuriadurioù" a veur a rannvro ag arvor Europa da zonet da ginnig o glad dibar en "ur gêriadenn" e-kreiz porzh Gwened. Emichañs e vo plijus ha souezhus an tolp "liesdoare"-se, emichañs e roio tro d’ar berzhidi da gejiñ ha da gendiviziñ hag e vo ul lec’h buhez hag a blijo d’ar weladennerion…

Perzhidi o deus lâret e taint dija : Sète ha Lengadok dileuriet gant ar gevredigezh "Escale à Sète" – Ar Rannvro Provañs-Alpoù-Aod Glas gant ar gevredigezh "Aventure Pluriel" – Bro Euskadi gant ar gevredigezh "Albaola" (er Su) – Italia gant kenlabour Mirdi Cesenatico – an Izelvroioù gant Karen Meirik e penn "Bureau Bretagne" – Iwerzhon gant Oisín Mac Conamhna hag e vagoù "curach" – Damatia/Kroatia gant ar gevredigezh "Cronaves".

Deiziadur evit an akipajoù :

ENSKRIVADURIOÙ dre Internet (furmskrid enlinenn adal miz Mae 2016)
PROGRAMM ÀR VOR ha titouroù ouzhpenn enlinenn e miz Kerzu 2016
KEMENNOÙ dre ar munud ha graet diouzh pep unan gant kartenn an hentadoù kaset e penn-kentañ miz Meurzh 2017 da berc’henned ar bagoù enskrivet

Da c’hortoz, lennit ar fichenn ginnig ha dait da vout unan a vignoned "Sizhuniad ar Mor Bihan" e Facebook !

  Region Bretagne Sagemor   

        Chasse marée France bleu france3 bretagne

Semaine du Golfe 2017 - PIBS, Allée Nicolas Leblanc - BP 2017 - 56009 VANNES Cedex
contact@semainedugolfe.com - Tél: (+33)2 97 62 20 09
Mentions Légales Plan du site

Powered by diasite
Designed by diateam