S'inscrire / S'identifier
La semaine du golfe mor bihan 9ème édition du 22 au 28 mai 2017 Version française English version Facebook

Ar porzhioù

      • ARRADON
      • Gant un aod hir hag a sko ouzh ar c’hreisteiz ha traezhennoù brav amañ hag ahont emañ Aradon un tammig evel « Riviera » ar Mor Bihan.
      • KRAC'H
      • Ur gwel ledan àr ar Mor Bihan zo ag al lec’hienn heverk-se, àr vord stêr an Alre. Tachad istrerezh.
      • ENIZENAC'H
      • Un nebeud minudoù a-ziouzh Porzh Gwenn emañ Enizenac’h, "perlezenn" ar Mor Bihan, hag e c’hell bout fier ag hec’h istor mor pinvidik-bras.
      • AN ARZH
      • Tri c’hilometr hed eo an Arzh hag aod an enezenn zo kizellet spis, gant gweledvaoù gouez ha liesseurt.
      • AN ARVOR BADEN
      • "Alc’hwez ar Mor Bihan" e vez anvet lies kumun an Arvor-Baden en arbenn da galite an dour eno. Pouezus eo an istrerezh er gumun.
      • AR BONOU
      • Porzh bihan ar Bonoù, koachet e dianaou e gêriadenn blom, ho tegemer àr vord ar stêr a zo bet roet e anv dezhi.
      • HEZOU
      • Pemzek minud a-ziouzh Gwened emañ Hezoù ha stagiñ a ra bro kêr Gwened ouzh gourenez Rewiz.
      • LE LOGEO, SARZHAV
      • Ur porzh istra lusk ennañ eo al Lojoù hiziv an deiz, e kumun Sarzhav.
      • LOKMARIA-KER
      • Etre ar Mor Bihan ha pleg-mor Kiberen emañ Lokmaria-Kaer, bepred é sellet ouzh ar mor-bras. Tres Breizh hengounel he deus gouarnet.
      • PLOUGOUVELEN
      • Naturel eo chomet an Traoñ, ur vrec’h-vor a stêr ar Bonoù.
      • PORT ANNA, SINE
      • Talvout a ra ar boan mont d’ar porzhig koant ha klet-se, a-dal da Goulev, ha gober ur paouez ennañ.
      • PORT BLANC, BADEN
      • Porzh Gwenn zo a-dal Enizenac’h ha stummiñ a ra ganti un tachad mor dibar anavet evit e redoù-mor bouilh.
      • PORT DU CROUESTY, AN ARZH
      • PORT NAVALO, AN ARZH
      • Ur porzh naturel eo hag a zo birvilh ennañ en arbenn d’e lec’h dibar, dres e digor ar Mor Bihan.
      • SANT ARMAEL
      • Un tachad istrerezh ha dourc'hounezerezh eo hiziv ar gumun gaer-se e gourenez Rewiz, a zo paludoù kozh tro-ha-tro dezhi.
      • SANT WELTAZ
      • Gant he abati hag an iliz staget outañ eo brudet Lokentaz, etre ar Mor Bihan hag ar Mor Bras, ha dedenniñ a ra tud gant he buhez sevenadurel hag he maeziadoù.
      • AN ALRE
      • En un aber ag ar Mor Bihan emañ ar gêrig gaer-se, gwaskedet diouzh an avelioù.
      • GWENED
      • Kêr-benn ar Mor Bihan eo Gwened, kêr gozh an Duged, kreñvaet a-viskoazh ha savet e stumm un añfiteatr en-dro d’he forzh.

  Region Bretagne Sagemor   

        Chasse marée France bleu france3 bretagne

Semaine du Golfe 2017 - PIBS, Allée Nicolas Leblanc - BP 2017 - 56009 VANNES Cedex
contact@semainedugolfe.com - Tél: (+33)2 97 62 20 09
Mentions Légales Plan du site

Powered by diasite
Designed by diateam