S'inscrire / S'identifier
La semaine du golfe mor bihan 9ème édition du 22 au 28 mai 2017 Version française English version Facebook
Ar meizad

Ur meizad dibar evit ul lec’hienn hag ur fest-vor dibaot

Orin

Affiche Semaine du Golfe 2001 par Gildas Flahault

E fin ar blezioù 90 e taas c’hoant d’ar C’huzul-departamant da roiñ d’ar Mor-Bihan un abadenn vor dibar hag a lakahe àr wel e berzhioù-mat a-fet mor ha sevenadur, a vehe dalc’het e-raok an hañv hag a vehe digoust evit an dud. Polig Belenfant (eilpennrenour er C’huzul-departamant) ha William Vogel (renour Ofis an Douristed en Arzhon-Rewiz), martoloded arroutet anezhe o-daou hag a anav spis ar Mor Bihan, ac’h aas e darempred an eil gant egile e 1998 hag a grogas d’em soñjal àr ar raktres kentañ gant an embregerezh arbennik Grand Large (Jakez Kerhoas hag Anne Burlat). Un tamm diwezhatoc’h e oa bet fiziet e Grand Large ur studiadenn greadusted hag ar garg da sevel Sizhuniad kentañ ar Mor Bihan e 2001.

 

Produour
Departamant ar Mor-Bihan gant skoazell e gevelerion publik ha prevez.

 

Sevenerion

Affiche Semaine du Golfe 2003 par Gildas Flahault

Ar gevredigezh hep pal kenwerzhel (lezenn 1901) "Sizhuniad ar Mor Bihan".

Prezidant : Aimé Kerguéris
Penngomiser : Gérard d'Aboville.

Ar gevredigezh aoziñ-se ac’h a en-dro gant ur "c’huzul-ren", ac’h a an izili diazezerion ha personelezhioù mor d’e ober. Skoazellet e vez gant ar gevredigezh Grand Large (Jakez Kerhoas hag Anne Burlat) hag implijiñ a ra ur bare a dri den a vicher leun-amzer (Anne Morice, Valence Lemaistre, Erwan Tanneau).

 

 

Sinopsiz

Affiche Semaine du Golfe 2005 par Gildas Flahault

Ur fest vor etrebroadel ma vez tolpet bagoù neuziet-kaer e-pad sizhun ar Yaou-Bask e meur a lec’h dre ar Mor Bihan a-bezh.

 

Endro naturel
Ar Mor Bihan, e borzhioù hag e eorlec’hioù, e inizi hag e enezennigoù, ar mulgul strizh e zisparti hag e ziwall diouzh an donvor... Geografiezh dibar ha dibarderioù fizikel ar Mor Bihan ken kaer (ar mareoù, ar redoù-mor, an tromor) a ro lusk d’ar programm a-bezh a abadennoù àr vor.

 

Pennc’hoarierion

Affiche Semaine du Golfe 2007 par Gildas Flahault

Gouelieroù hengounel ha klasel, da lâret eo bagoù kreñv o fersonelezh, gall pe europat. Gouelieroù aod atlantel Frañs ac’h a d’ober al lodenn vrasañ anezhe ha desachet e vez kalz ivez a re ar Mor Kreizdouar, Kernev-Veur, Mor an Hanternoz...
A-c’houde ar pedervet "Sizhuniad ar Mor Bihan" e 2007 e vez degemeret seul taol ur rannvro "kouviadez a enor" hag a gas ur flodilh brav evit diskouez he sevenadur mor (an Alpoù mor e 2007, Kembre e 2009, Euskadi ar C’hreisteiz e 2011).

 

C’hoarierion

  • Affiche Semaine du Golfe 2009 par Gildas Flahault

    An akipajoù enskrivet (etre 3 000 ha 4 000 martolod bennak e 2015). Amatourien wir eo razh ar vartoloded-se, a za evit ar blijadur da gejiñ an eil re gant ar re 'rall ha da verdeiñ en ul lec’h kaer-meurbet hag en un endro mor gwirion, tra ken. Pedet e vezont gant 'Sizhuniad ar Mor Bihan" (digoust eo lakaat e anv).

  • Kluboù ha kevredigezhioù mor ar Mor Bihan a genlabour hardizh evit aoziñ an degouezh àr vor hag a samm àr o chouk sterniiñ ar redadegoù-bagoù.

  • Tud a youl vat kevredigezhioù ar c’hornad-bro a zegemer ar vartoloded koulz evel ar weladennerion hag a bourchas servijoù dezhe.

  • Hag ar sonerion, an diskouezerion ivez.

 

Senario

  • Affiche Semaine du Golfe 2011 par Gildas Flahault

    Ingalet e vez ar bagoù enskrivet (ouzhpenn mil anezhe e 2015) en 8 flodilh unvan hag anavapl : yoloù ha bagoù-dre-lien ha dre-roeñvoù, listri-bale klasel, gouelieroù-pesketa ha gouelieroù-labour kozh… hag un tregont bennak a ouelieroù bras, etre 20 ha 40 m, hag a zo ul lodenn a c’hlad mor Europa anezhe (teirgwernioù, brigoù, goueletennoù ha c’hoazh). Bemdez e vez e brogramm merdeiñ gant pep flodilh ha paouezet e vez bep noz en ur porzh dishañval.

  • A-bep-eil e vez degemeret ar flodilhoù gant ar 17 porzh ezel : Aradon, Arzhon-Rewiz, an Alre, Baden, Krac'h, an Arzh, Enizenac’h, An Arvor-Baden, ar Bonoù, Hezoù, Lokmaria-Kaer, Plougouvelen, Sant-Armael, Sarzhav, Sine, Sant-Weltaz, Gwened. Hervez penaos int ha petra a c’hellont gober e vez ehanet un noziad pe meur a hini er c’humunioù-se (porzh Gwened hepken a zegemer bagoù peder noziad diouzh renk) ha lod ne zegemeront ar bagoù nemet evit un ehan da biknikiñ da greisteiz. Pep kumun a ra he seizh gwellañ atav evit degemer ar vartoloded hag ar weladennerion àr don ar vignoniezh hag ar fest...

  • An dibunadeg vras ziwezhañ d’ar Sadorn : razh ar bagoù, kalavern o flodilh, a vez tolpet evit kinnig un arvest mor boemus hag a za kalz bageerion ag ar vro da welet àr vor, tra ma vez sellet outañ gant kalz tud diàr an aod...

  • Gwezh erbet ne vez ankouaet an dud gant "Sizhuniad ar Mor Bihan" hag a zegas pep tra evit ma vo ur fest vor vras evit an holl :

    • Diskouezadegoù hag abadennoù edan pabelloù pe edan an amzer

    • Istr da dañva, pesked grilhet, produioù ag ar vro

    • Gobarioù, gant lod hag a c’hell merdeiñ

    • Muzik a bep seurt (fañfarioù, lazoù jazz, muzik keltiek, lazoù-kaniñ, folk ha kan ar vartoloded...)

    • Arvestoù hag abadennoù da noz : sonadegoù, festoù-noz, baloù pobl ha tanoù-arvest

    • Troiadoù bale a-hed an aod d’ar familhoù da vale asambl

  • Semaine du Golfe 2001, par Gildas Flahault
  • Semaine du Golfe 2003, G. Flahault
  • Semaine du Golfe 2005, G. Flahault
  • Semaine du Golfe 2007, G. Flahault
  • Semaine du Golfe 2009, G. Flahault
  • Semaine du Golfe 2011, G. Flahault

 

  Region Bretagne Sagemor   

        Chasse marée France bleu france3 bretagne

Semaine du Golfe 2017 - PIBS, Allée Nicolas Leblanc - BP 2017 - 56009 VANNES Cedex
contact@semainedugolfe.com - Tél: (+33)2 97 62 20 09
Mentions Légales Plan du site

Powered by diasite
Designed by diateam