S'inscrire / S'identifier
La semaine du golfe mor bihan 9ème édition du 22 au 28 mai 2017 Version française English version Facebook

Ar flodilhoù

YOLOÙ - Flottille 1

Adal an XVIIIvet kantved e oa bet gwelet chaloudoù, yoloù, gigs ha razh, da lâret eo bagigoù hir hag ac’h ae mat gant gouelioù ha gant roeñvoù ivez. Er penn-kentañ e vezent implijet da servij ar bagoù àr o eor en donvor, pe evel bagoù-lomaniñ pe memp evit saveteiñ tud pe pesketa. Daet int da vout niverus a-c’houde ugent vlez, gant bagoù savet diàr ar mem patrom ha patromoù nevez, ha gellet o deus tud yaouank bout stummet àr vor àr o bourzh, evel m’en deus diskouezet mat an Dae evit martoloded yaouank. Er flodilh-se e kaver : yoloù Bantry, yoloù Ness, yoloù ar Mor Bihan, yoloù an Oded, yoloù d'Aboville ha yoloù àr roeñv hepken (gigs ag ar Rouantelezh-Unanet, Kernev-Veur hag an Inizi Sillan).

 

BAGOÙ-DRE-LIEN HA DRE-ROEÑVOÙ - Flottille 2

Voile aviron dans le Golfe

Evit ur feson nevez da "vageal evit ar blijadur" ec’h eus daet ur flodilh a vagoù bihan àr-wel a-c’houde pemzek vlez zo àr hon aodoù : ar "bagoù-dre-lien ha dre-roeñvoù". Evit ar familh int graet, greiet e vent fonnapl, aes int da lakaat en dour ; gant ar c’hanodoù-se e c’heller bageal distenn ha denesaat da lec’hioù didud a-walc’h. Familhoù an dorisoù amerikan hag europat, ar faeringoù norvegiat ha bagoù arall ag ar Shetland, pe mizanerioù breton o deus awenet lestrsaverion evit krouiñ seurtoù bagoù nevez, aes da zougen razh anezhe : Seil, Aber, Aven, Ilur, Doryplume, Moorskoul, Doris, kanodoù tredefarzh ha razh ar goulieroùigoù sklat o strad, etre 3 ha 5 m hed, hag ac’h a dre-roeñv ivez.

 

LISTRI-BALE BIHAN HENGOUNEL

BAGOÙ DIBONT - Flottille 3

Photo Pascale Guittoneau

Er familh-se, ma kaver ar bagoù Caravelle, Olonnois hag ar bagoù kat, a oa bet ijinet gant lestrsaverion a ouie mat c’hoazh diouzh ar lestrsaverezh hengounel gant koad. Diskouez a ra neuze ar mare ma oa tost c’hoazh ar feson da vageal evit ar blijadur d’an hini a oa àr ar gouelieroù-pesketa diwezhañ.

 

LISTRI-BALE BIHAN HENGOUNEL

BAGOÙ BALEERION - Flottille 3bis

Photo Pascale Guittoneau

Bagoù a-vremañ int, skañv o dilec’hiad, gant ur gambr, fletennoù ha lec’hioù da renkiñ traoù. Graet int evit ar « bageadennoù » pa c’hell daou zen d’ar bihanañ bout gwaskedet ha kousket a-barzh : Skelligs, Drascombe drifter & coaster, Cornish Shrimpers... hag ar bagoù-dre-lien ha dre-roeñv a c’heller gober bageadennoù gante ivez p’o deus ur gambrig.

 

LISTRI-BALE KLASEL + 8 M - Flottille 4

Photo Pascale Guittoneau

Amañ e kaver gouelieroù evel en hunvreoù, moan ha lank, hag a ziskouez tal-ha-tal sternajoù arem ha gwernisoù lugernus. Kalz anezhe, kempennet razh a-feson ha lod savet tost da gant vlez zo, a laka un arz beviñ da badout, ha pa vehent bet savet evit ar regataoù pe evit bale, evel Viola pe Pesa. Bout zo listri-bale klasel kornek ha bermudat, listri diouzh ar jaoj etrebroadel, bagoù keinet kozh heñvel o fatrom evit ar regataoù, redadegoù bale ar Royal Ocean Racing Club (RORC)...

 

LISTRI-BALE AG AR BLEZADOÙ 60/70 - Flottille 5

La plaisance des années 60, photo Catherine Lozach

Er blezadoù 1960 o doa gellet tud yaouank bourriñ ag ar merdeiñ dre lien hep bout kalz argant ha gant gouelieroù-mor, baleerion diroufenn anezhe, sur hag annezadus. Kalz baleanterion ag an deiz a hiziv o doa desket merdeiñ neuze àr vourzh bagoù nifl ha modern e-raok ar c’houlz, gras da ijin lestrsaverion evel Herbulot pe Harlé : Corsaire, Muscadet, Armagnac, Cognac, Cabernet, Sauvignon, Mousquetaire...

 

GOUELIEROÙ-LABOUR - Flottille 6

photo Berland

Kalz pesketaerion a oa e porzhioù ar Mor Bihan hag a laboure àr vourzh gouelieroù tredefarzh ag ar re gaerañ evel ar sinagoioù ha forbanned ar Bonoù. A-viskoazh e oa bet enne kalz akipajoù listri-hirdreizher pe bagoù-aocher ivez. An dud-se a lestre àr ur strollad lorc’hus a vagoù kas-mare, ur seurt lougr en deus merket istor arvor Bro-Gwened, ha div adsavadenn anezhe – La Belle Angèle ha Le Corentin – a gemero perzh er gouel, evel-just, e-tal goueletennoù hag un nebeud bagoù-aocher pouezus arall. 

 

LISTRI-BALE KLASEL EDAN 8 M

REGATAOÙ - Flottille 7

Aile, Guépard, Morgann, Tofinou, Billie Charlotte, Berny Cat, Cormoran hag ar rummadoù driverioù klasel : Flying Dutchman, Loup, Snipe, Caneton ha 505… ha razh ar gouelieroù arall edan 8 metr hag a c’hell regataiñ hag a faoto d’o ferc’henned gober.

 

LISTRI-BALE KLASEL EDAN 8 M

BALE - Flottille 7bis

Belouga, Loctudy, Folkboats, DC20, Micro-Challenger ha razh ar re a faot dezhe kemer perzh e « Redadeg an trezol » aozet gant ar gevredigezh « OICO », evel ar bagoù a Loc'h Arcaishon (Arcachon).

 

AR MERDEEREZH DRE GEFLUSKER KLASEL - Flottille 8

Al "listri-bale klasel" nend int ket listri-dre-lien hepken ! Gwezh erbet ne vez ankouaet ar flodilh brav-mañ gant "Sizhuniad ar Mor Bihan" : gant kefluskerioù ec’h aont bepred, neuziet kaer o c’harennoù hag ijinus o mekanikoù gante ! Soñjal a raer koulz e herrvagoù lugernus ar Riviera pe lenn Como da vare an "Dolce Vita" evel er baleerion brav àr an Davoez pe ar Saena da vare an tavarnioù dañs... Gortozet e vez neuze an herrvagoù kozh ha razh ar "merkoù" kanodoù emlusk, kanodoù Kevredad broadel ar saveteiñ-mor (KBSM), ar pinasennoù pesketa lakaet da vagoù-bale, ar bapeurioùigoù koant a Vreizh-Veur, ar Rivas, al listri-bale-dre-dan, ar cabin-cruisers, ar runaboutoù, ar "Steam Launch", al listri-bale dre geflusker saoz...

  Region Bretagne Sagemor   

        Chasse marée France bleu france3 bretagne

Semaine du Golfe 2017 - PIBS, Allée Nicolas Leblanc - BP 2017 - 56009 VANNES Cedex
contact@semainedugolfe.com - Tél: (+33)2 97 62 20 09
Mentions Légales Plan du site

Powered by diasite
Designed by diateam